Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kamp hañv : Chanter a-stroll en dro d’ur veilh

Web gwelet en he brasañ

Kampoù hañv

Adkempenn naoz ur veilh gant bugale 9-12 vloaz eus ar 25 betek an 30 a viz Eost 2013

Pep hini war e velo, bep mintin, betek ur veilh eus ar re vravañ. Ur chanter plijus asambles a vo aozet evit kempenn naoz ar veilh hag ober anaoudegezh gant loened ar wazh-dour. Pa ’vo komprenet mod-implij ar veilh e vo malet greun d’ober bleud a-raok fardañ bara. Mont a raimp da bourmen war roudoù loened all ar vro ha bamañ a raimp dirak kaerder ar Menez Are e-pad an deiz, ha betek serr-noz a-wechoù. Mont a raimp da gaiakiñ war lenn Sant-Mikael. M’hor bo chañs e c’hellimp tapout un nebeud pesked gant an dorn da geñver un abadenn pesketa !

Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.

distreiñ da roll an darvoudoù

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0