Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kamp hañv : Biskoazh kemend-all !

Web gwelet en he brasañ

Kampoù hañv

Staj yezh ha traoù ouzhpenn evit ar re 12-17 vloaz eus an 21 betek an 31 a viz Eost 2013

Ac’hanta tudoù ! C’hoant ‘peus da zeskiñ un tamm brezhoneg pe mont war-raok gant ar yezh ? C’hoant ’peus da c’hoari ha da c’hoarzhin, da dabutal ha da farsal, gant tud yaouank a bep seurt ? Setu ur staj hag a vo mat deoc’h.
Div eurvezh kentel brezhoneg dre live a vez bemdez (live 0,1,2) : yezhadur, distagadur, troioù-lavar, c’hoarioù roll… Ha goude ? Kaout un tañva d’ar c’hanoe pe d’ar c’hung-fu, aozañ ur valeadenn war droad pe war varc’h-houarn, fardañ boued asambles, prientiñ un nozvezh kabared dreistordinal, kemer perzh e beilhadegoù dic’hortoz (den-bleiz, karantez karantez karantez, sonerezh diroll…). Plijadur vo, sur ha n’eo ket marteze !

Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.

distreiñ da roll an darvoudoù