Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kamp hañv : Krapat en dour, roeñvañ er gwez

Web gwelet en he brasañ

Kampoù hañv

Kamp sport ha natur gant ar re 10-14 vloaz eus an 18 betek ar 24 a viz Eost 2013

Koadoù, stêrioù ha natur e pep lec’h ! Aze eo e kampimp, e-tal lenn Kerne-uhel, e Tremargad. Mont a raimp gant ar c’haiak ha gant ar c’hanoe a-hed ar sizhun. Roeñvañ a raimp betek bezañ skuizh-mik. Kinniget e vo krapat er gwez ivez, pesketa, tennañ gant ar wareg…
Pa’z aimp da bourmen e klaskimp gwelet pe glevet loened gouez. Ur yourc’h war glask e voued ? Hopadennoù ur gaouenn da serr-noz ? Deomp-ni e vo d’ober trouz tro-dro d’an tan neuze : bec’h d’ar c’han ha bec’h d’an dañs... betek gwelet daoulagad sklaer ul louarn o sellet ouzhomp ?

Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.

distreiñ da roll an darvoudoù

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0