Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kamp hañv : Hei ! D’an daoulamm !

Web gwelet en he brasañ

Kampoù hañv

Kamp var varc'h e Treglonoù evit ar re 9-13 bloaz eus an 21 betek ar 27 a viz Gouere 2013

Mall zo warnoc’h mont war varc’h bemdez e kreizenn marc’hegañ Trouzilit ? Ober war-dro ar c’hezeg, gounit o fiziañs, bouetañ anezho hag ergerzhout bro an Aber Benniged dre ar gwenodennoù ?
Deuit ‘ta da sevel ur skipailh marc’hegerien prest da c’haloupat er c’hoadoù. Fabienne, monitourez a vicher, a lakao ac’hanoc’h da anavezout gwelloc’h ar c’hezeg ha da vezañ en ho aes ganto. Ar c’heriaoueg arbennik a vo degaset deoc’h ivez. Graet e vo c’hoarioù a-stroll, baleadennoù ha traoù all diouzh ho c’hoantoù. Prest oc’h da lakaat ho treid er stleugoù neuze ?

Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.

distreiñ da roll an darvoudoù

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0