Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kamp hañv : Nature ha pone

Web gwelet en he brasañ

Kampoù hañv

Kamp en un ti-feurm e Mellionnec evit ar re 6-12 vloaz eus an 21 betek ar 27 a viz Gouere 2013

Deus da vevañ vakañsoù a blij dit e Kreiz-Breizh, e-barzh un ti-feurm bio, gant privezioù sec’h ha strinkerezhioù heol. A-hed ar sizhun e c’helli dibab an obererezhioù asambles gant da gamaraded hag ar vuhezourien : natur, loened an ti-feurm, ezen, bitellat... Ma kerez e c’helli mont da bourmen gant ur pone, hep dibr ebet, ar memes hini e-pad ar sizhun (un eurvezh bemdez evit ar re a blij dezho). C’hoarioù bras a vo kinniget ivez evel-just ha beilhadegoù e-tal an tan. Ne vo ket sellet ouzh an eur : vakañsoù gwir, distenn ha didrabas, evit diskuizhañ da vat goude ur bloavezh skol fonnus.

Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.

distreiñ da roll an darvoudoù

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0