Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kamp hañv : VTT zo mat evidout-te !

Web gwelet en he brasañ

Kampoù hañv

Kamp VTT er Chapel-Nevez evit ar re 7-14 eus ar 7 betek an 13 a viz Gouere 2013

Pe vefe evit kaout un tañva eus ar VTT pe vefe evit gwellaat da live war an dachenn e vo mat ar staj-se dit. Tapet vo penn an hent o heuliañ balizennoù savlec’h VTT Bro Benac’h, o tremen dre an hentoù don hag ar c’hoadoù hag o treuziñ stêrioù a-wechoù. Diskenn d’an daoulamm pe mont dousig war gwenodennoù roc’hellek : kement tachenn zo a sikouro dit da vont war-raok. Kinniget e vo un tañva d’an trial ivez. Goude ar sport e teuio amzer an diskuizh e Ti ar C’hoadoù, ar meuzioù lipous fardet gant ar geginerez, ar c’hoarioù hag ar beilhadegoù farsus. Ur c’hamp evit ar re yaouank n’o deus ket aon rak ar fank !

Evit gouzout hiroc'h, klikt amañ.

distreiñ da roll an darvoudoù

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0