Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kamp hañv : I ❤ Roazhon

Web gwelet en he brasañ

Kampoù hañv

Ur c'hamp aozet e Roazhon evit ar vugale 9-13 bloaz eus ar 7 betek an 13 a viz Gouere 2013

Ur sizhunvezh e kêrbenn Breizh ? Kiffañ refet !
Petra ’vo graet ? Un toullad traoù, sur ! Ur rallye-foto e karterioù kozh Roazhon (Porzhioù Morzhell, straedoù tiez-prenn kozh, Parlamant), gweladenniñ an opera, piknikañ war vord ar ganol o sellet ar c’hobiri o tremen, evañ ur banne plasenn al Lisoù, mont d’ar sine, splujañ e gwagennoù ar poull-neuial ha krapvrankañ ivez, piv oar ?!
Diouzh noz e c’hellimp selaou sonadegoù Transats en ville, arvestiñ ouzh ar stered goude bezañ fardet ur barbecue dibar ha ma plij deomp, dañsal war ritmoù hip-hop, muzik klezmer ha tonioù festoù-noz memes ! Plijadur ’vo !

Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.

distreiñ da roll an darvoudoù

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0