Gwarezet e vo hor c’hamp gant un totem savet ganeomp e-kichen hon tipi ha livet warnañ arouezioù hor meuriad. Sevel a raimp c’hoarioù natur ha lochennoù er c’hoad e-tal-kichen hor gambr. Krapat a raimp war brankoù ha kordennoù. Furchet e vo er c’hoad hag en dour evit diskoachañ loened ha tudennoù iskis. Selaouet e vo koñchennoù ha mojennoù Menez Are goude bezañ bet o pourmen gant hon azen war gwenodennoù an Argoad hag ar menez. Mont a raimp dizaon da glask kalon an natur ha d'ober anaoudegezh gant sekredoù al loened gouez, bras ha bihan.
Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.
An evezhiadennoù0