Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Naoned a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ Patrick Rimbert ha Lena Louarn a sin ar garta

Ya d'ar brezhoneg 08/04/2013

Sinadur ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kêr Naoned, d'ar Sadorn 6 a viz Ebrel 2013

Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg e ti-kêr Naoned d’ar Sadorn 6 a viz Ebrel 2013 dirak an ao. Patrick Rimbert, maer, an it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh e karg eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. Jean-Louis Jossic, eilmaer e karg eus ar sevenadur, an ao. Stéphane Junique, eilmaer e karg eus ar glad, an ao. Octave Cestor, eilmaer e karg eus al lenn foran, an ao. Pierre Even, kuzulier-kêr UDB, an it. Louisette Guibert, kuzulierez-kêr e karg eus diorren an hentadoù micherel hag un toullad tud a-du gant ar brezhoneg.

Evel m’eo bet lavaret gant maer Naoned, “Kêr-benn istorel Breizh” he deus votet ar garta gant ar pal tapout al label live 1 o kas 5 ober da benn.

Abalamour da se ez eur krog da staliañ panelloù divyezhek mont tre ha mont e-maez kêr .

E penn kêrioù Breizh emañ Naoned evit an niver a oadourien a zesk brezhoneg ha tost da 500 skoliad a zo dasparzhet er 6 skol ma c’haller kaout un deskadurezh divyezhek er gumun. Unan eus an oberoù bet votet gant ar C’huzul-kêr a sell ouzh diorren ar c’helenn divyezhek er skolioù.

Un dalc’had levrioù brezhonek a vo prenet ha kresket e vo ingal evit pourchas peadra da rouedad al levraouegoù-kêr.

Diwar vremañ c’hoazh ez eus tu da c’houlenn kaout ul lid eured e brezhoneg.

Mod-all, kêr Naoned a labouro evit ma vefe kinniget ingal abadennoù e brezhoneg.

Un hanter-kant bennak a dud e karg eus kevredigezhioù a labour evit ar sevenadur pe ar yezh a oa war al lec’h ivez.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0