Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Staj c'hoariva e brezhoneg

Web gwelet en he brasañ Nicolas Amaury war al leurenn

C'hoariva

Deskiñ teknikoù ar primaozerezh er c'hoariva
d'ar Sadorn 13 a viz Ebrel e ti ar c'hevredigezhioù en Oriant

Fellout a ra deoc’h dont da vezañ komedian ha leurenniñ ho kaozioù ? Fellout a ra deoc’h ober c’hoariva hep deskiñ testennoù dindan eñvor ? Fellout a ra deoc’h bevañ troioù-kaer hag eskemm mennozhioù gant tud all ?

Na glaskit ket pelloc'h : evidoc’h eo ar staj-mañ.

Stummer : NICOLAS AMAURY

Abaoe 4 bloaz e ra war-dro c'hoariva war ar prim. C'hoaria a ra er GIGN (La Guide d'Improvisation Guidéloise Nomade !). Gant Emglev bro an Oriant e labour ivez. Boas eo d'ober war-dro strolladoù tud.

Pal ar staj : Ober anaoudegezh gant diazez ar c'hoariva war ar prim. Deskiñ selaou ar re all, sipañ e spered ha kavout e blas war al leurenn. Kaout emfiziañs evit gellout c'hoari dirak tud.

Priz : 20€ an devezh a-bezh (10€ arrezoù) - 15€ evit an dud dilabour pe ar studierien (5€ arrezoù)

Ma n'hoc'h ket en ur strollad c'hoarierien ezel eus C'hoariva e vo ret deoc'h emezelañ d'ar gevredigezh : 10 €.

Enskrivadurioù ha titouroù

choarivabrezhonek@gmail.com - 06 38 78 35 15

Staj aozet gant ar gevredigezh C'hoariva – www.teatr-brezhonek.org


distreiñ da roll an darvoudoù

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0