Ar Gouel
Nevez Amzer ar C’hastell Nevez a zo ur gouel pobl laouenek ha na espern ket e strivoù evit dont a-benn. Evit-se e vez strolladoù o kantreal a-hed an endervezh war tachenn ar gouel evit krouiñ liammoù etre lec’hioù disheñvel takad ar Sterenn.
Nevez Amzer e Kastell-Nevez a embann sklaer ar brezhoneg da yezh eskemm. Divyezhek galleg/brezhoneg e kinnigomp an obererezhioù da vrudañ an darvoud ha, deiz ar gouel, an heñchañ war an dachenn ha kinnig ar sonadegoù.
Ar Fest-Deiz / Fest-Noz
Brasañ fest-deiz ha noz hengounel Breizh eo hini Nevez Amzer e Kastell-Nevez-ar-Faou. Bep bloaz e son dibaouez war leurenn sal ar Sterenn un 40 koublad sonerien, kanerien ha muzisianed etre 3 eur d’abardaez ha 3 eur vintin.
Dibabet int gant izili ar gevredigezh e-touez re varrekañ o zerouer da lakaat an dud da zañsal ha da ginnig d’ar miliadoù a zañserien un devezh gouel dibar e zoare.
An evezhiadennoù0