Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Tro velo er Vro Bagan

Web gwelet en he brasañ

Sport

D'ar Sul 24 a viz Meurzh 2013 deuit d'ober un tamm tro war velo (25 km) e Bro Bagan (emgav adalek 1 eur 30 g.m.)

Grit anaoudegezh gant ar vro Bagan, e brezhoneg ha war velo !

A-hed an hentoù merket, e vo tu selaou pennadoù enrollet :

atersadennoù tud ar vro, titouroù war an istor, an dañs, micherioù gwechall ha bremañ, kanaouennoù ha rimadelloù ivez evel-just.

Ar pennadoù-se a zo bet krouet a ratozh evit an droiad velo-se, gant skoazell brezhonegerien ar vro.

An testennoù a zo berr hag aes da gompren evit ar re o deus un tamm gouiziegezh eus ar yezh.

An hentad a zo a-hed hentoù bihan hag un nebeut ribinoù.

Lakait hoc'h anv amañ.

distreiñ da roll an darvoudoù

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0