Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Tro-vale an nevez-hañv

Web gwelet en he brasañ

Sport

D'ar 7 a viz Ebrel 2012 e vo aozet un devezh vale e hentoù Plijidi.

Nevez : Bod ha Boued d'ar Sadorn d'an noz

Ar bloaz-mañ e kinnigomp deoc'h kregiñ gant plijadurioù Tro-Vale an Nevez-Hañv adalek ar Sadorn 6 a viz Ebrel diouzh an noz. Deuit niverus da zebriñ krampouezh ha kaletez, un digarez e vo evit kregiñ da eskemm gant ar valeerien all. Kousket a refet war ar plas er greizenn Glad ha Sevenadur Breizh.

Ret eo bezañ enskrivet (amañ) evit an nozvezh-se, evidomp da c'hallout merañ aozadur ar predoù hag an niver a gambreier.

Digor eo an enskrivadurioù

Adalek bremañ e c'hallit lakaat hoc'h anv da gemer perzh en Tro-Vale, an enskrivadurioù (amañ) a zo ret evit ar re a zeuio adalek ar Sadorn d'an noz.

Paeet e vo war al lec'h.


distreiñ da roll an darvoudoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0