Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Meurgorf

Web gwelet en he brasañ An ao. François ERLENBACH hag an it. Lena LOUARN.

Brezhoneg 17/02/2013

Sinet ez eus bet ur c’henemglev etre an DRAC hag an Ofis Publik evit sevel ur geriadur istorel niverel eus ar brezhoneg.

Sinet eo bet ar c’henemglev-mañ d’an 8 a viz C’hwevrer 2013 e ti an DRAC e Roazhon gant an ao. François ERLENBACH, rener an DRAC hag an it. Lena LOUARN, Prezidantez an Ofis Publik.

Dre ar c'henemglev-mañ e ouestl an DRAC ambroug ar raktres e-pad 3 bloaz. 100 000 € a vo lakaet war ar prantad-mañ evit kas ar raktres da benn. Pal ar geriadur eo kinnig korpus skrivet ar brezhoneg abaoe mare ar brezhoneg-krenn betek an deiz a-vremañ. Pinvidikaet ha klokaet e vo ingal ar benveg niverel-mañ a vo digor d'an holl evit netra. Kerkent ha fin ar bloaz e tlefe dont er-maez ar stumm kentañ.

Kinnig a raio ar geriadur istorel, evit pep ger, skouerioù tennet eus oberennoù dave. Merket e vo an deiziad testeni hag an dave evit pep hini anezho. Skrivet e vo ar skouerioù evel ma oant bet skrivet en destenn orin, ar pezh a vo dedennus-bras evit ar gumuniezh skiantel. Evit ma c’hellfe bezañ implijet gant an holl hag aesaet an enklaskoù e vo treuzskrivet pep skouer gant an doare-skrivañ a-vremañ. Ar skouerioù, anezho gwir frazennoù, a vo kinniget en o c’hendestenn evit skeudennaouiñ mat an doare da implijout anezho. Evel-se e vo kinniget korpus ar yezh d'ar vrezhonegerien, d'an deskidi ha d'an enklaskerien.

Ouzhpenn-se e kinnigo ar geriadur, evit pep termen, an holl adstummoù koulz hag an holl stummoù deveret a vo bet renablet gant ar pal sevel un diaz roadennoù eus holl baradigmoù ar brezhoneg. Danvez eta evit gallout sevel en amzer da zont arloadoù stlennek evel difazieroù reizhskrivañ pe meziantoù da aliañ war an doare-skrivañ evit skrivañ buanoc'h testennoù gant ur pellgomzer hezoug, da skouer.

Ar geriadur istorel, anvet Meurgorf, a vo lakaet enlinenn e lec’hienn Ofis Publik ar Brezhoneg.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0