Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ul label evit Koroll Sonorisation

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 30/11/2010

Da-geñver lid-digeriñ savadurioù nevez Koroll Sonorisation e Mur, Philippe Guillo, rener, en deus sinet an emglev Ya d’ar brezhoneg. Roet eo bet dezhañ war un dro gant Lena Louarn, prezidantez an Ofis, al label live 1.

Koroll Sonorisation a labour evit sonekaat abadennoù ha darvoudoù a bep seurt (sonadegoù, kendalc’hioù…). Abalamour m’eo empleget kalz er metoù sevenadurel breizhek en deus bet c’hoant an embregerezh da ginnig d’ar berzhidi niverus a oa deuet d’al lid ar pezh en deus kaset da benn evit ar brezhoneg en e vont en-dro : panellerezh divyezhek e diabarzh hag e diavaez ar savadurioù, kartennoù-bizit, pedadennoù, paperaerezh, marc’hoù doug-anv ha kement ‘zo.

Dre ma ‘z eus bet kaset da benn meur a ober a-raok ar sinadur zoken, ez eus bet roet ul label gant Lena Louarn evit kadarnaat al labour graet c’hoazh.

Gouzout hiroc'h

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0