Gouel ar Samhain a zistro gant ur roll dudius !
Adalek 2e30 g.m e vo kinniget deoc'h meur a atalier evit ar familhoù e-pad an abardaevezh (c'hoarioù hengounel gant ar gevredigezh C'hoarioù Nerzh, tañva d'ar brezhoneg, c'hoarioù a bep seurt, tresadennoù...).
Voulouzenn ha gwin tomm a vo war al lec'h.
Goude-se, da 6e15 noz e vo ur valeadenn ganet ha kontet adalek an Ti ar Vro gant De Ouip en Ouap e-pad un eurvezh tamm pe damm.
Heuliet e vo ar valeadenn gant ur fest-noz leurenn digor war enskrivadurioù !
C'hoant ho peus da seniñ pe da ganañ ? Deuit e darempred ganeomp ! contact@tiarvro-santbrieg.bzh / 02 96 77 31 91


















