Etre an 13 betek ar 15 a viz Du e aoz KEAV un dibenn-sizhun e brezhoneg e Ti Menez Are e Brasparzh. Kenaozet e vo gant ar gevredigezh 1000 Familh.
Degemeret e vo ar familhoù gant bugale. An dud gour a zeuio hep bugale a vo degemeret mat evit sikour ar familhoù d'ober war-dro o bugale pe da gomz gante. Ne vo ket a brogramm a-ratozh evite.
Lojet e vefomp en ur savadur: 100 gwele zo. Posupl e vo d'an dud kousket en o c'harr-kampiñ.
Titouroù ouzhpenn a vez kavet war hol lec'hienn: https://www.keav.bzh/stajou/brezhoneg-er-familhou


















