30 vloaz eo hor c’hevredigezh, dav eo lidañ se holl asambles ! Pedet oc’h gant tud a-youl-vat Emglev Bro Douarnenez da zont d’un devezh divyezhek, plijus hag etre-rummadoù, leun a bailhourenn!
E dibenn an endervezh : Kantren a vo c’hoariet e Douarnenez a-benn ar fin! Ur pezh-c’hoari e brezhoneg, ennañ un tregont komedian·ez bennak o tont deus Breizh a-bezh.
Ti Feurm Trezulien – Treboull
10:00-23:00
Evit gouzout hiroc'h : https://emglev-bro-dz.bzh/17-10-an-devezh-bras-journee-anniversaire/


















