D’an 11/09 e oa bet dalc’het un emvod kelaouiñ e Gwened evit kinnig ar c’houlzad brudañ « Plijus » evit 2025, ar c’houlzad gouestlet d’ar c’helenn d’an dud deuet.
War al lec’h e oa an ao. Paul Molac, Prezidant an OPAB, hag an ao. Ronan Loas, Besprezidant dileuriet war ar sevenadur, an deskadurezh uhel hag an enklask e Departamant ar Mor-Bihan.
Diskouezet e oa bet an dafar brudañ nevez, gant an hewel dibabet evit 2025, a weler e pep lec’h e Breizh dija. Skignet e vo e stummoù disheñvel, evel skritelloù bras war gwaskedoù bus (800 skouerenn) hag ivez skritelloù all, plegfollennoù ha follennoù-nij evit an tiez-kêr, al lec’hioù kevredigezhel hag ar stalioù.
Ur poent a oa bet graet war stad ar c’helenn d’an dud deuet.
Evit 2025-26 e vo kinniget stummadurioù hir (6 pe 9 miz) gant ar c’hreizennoù-stummañ e 18 lec’h disheñvel ; warlene e oa bet 350 stajiad en holl.
Evit ar pezh a sell ouzh ar c’hentelioù sizhuniek, 8 lec’h deskiñ nevez a vo digoret er bloaz-mañ, an holl el Liger-Atlantel.
Da-heul ar steuñv adperc’hennañ votet e 2023 ez eus bet roet lañs d’ur stignad nevez arc’hantaouet gant ar Rannvro, Pevarlamm e anv : ur c’hinnig kentelioù stankoc’h evit an dud na c’hallont ket mont er stajoù hir. Ar pal eo tizhout al live B1-2 en ur ober 3 bloaz.
Anv a oa bet ivez eus ar berzh a vez graet gant Desketa, ar savenn emzeskiñ enlinenn digoust, bet lañset gant an OPAB e miz Mezheven 2024. Abaoe an deiz-se ez eus bet krouet en tu all da 14 000 kont, en o mesk 12 000 hag a zo tud nevez na oant ket krog da zeskiñ brezhoneg e mod ebet a-raok.
Dav eo stadañ ez a lusk adperc’hennañ ar yezh war greñvaat, pa’z eus en tu all da 15 000 den o teskiñ brezhoneg mod pe vod hiziv an deiz.