Kichwa / brezhoneg, ur stourm evit ar gwir da dreuzkas ha da gomz e yezh. Kaozeadenn e kastillaneg, brezhoneg ha yezh ar sinoù.
Fabricio Guaman, stourmer evit ar bobloù a orin eus an Ekuador a lako war-well ar stourm evit kaout skolioù e yezh kichwa. Gwenole Larvol a zisplego stad ar brezhoneg ha plas ar skol en dazont ar brezhoneg.
Buhezet e vo an eskemmoù gant Morgane Lincy Fercot, jubennet e brezhoneg-kastillaneg gant Monika Hernandez ha Katell Chantreau ha jubenet e brezhoneg-yezh ar sinoù gant Maelc'hen Laviec.