Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Montroulez Kumuniezh gant ar garta Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ an ao. Paul Molac hag an ao. Julien Kerguillec

Ya d'ar brezhoneg 04/03/2024

Dalc’het eo bet lid-sinañ ar garta DPKE e Montroulez d'ar Yaou 29 a viz C'hwevrer 2024.

D'an 29 a viz C'hwevrer, da-geñver lañs Mizvezh ar brezhoneg 2024, e oa bet sinet live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Montroulez Kumuniezh ; eno e oa Paul Molac, prezidant an OPAB, Julien Kerguillec, besprezidant an Tolpad-kêrioù karget eus ar sevenadur, Egorenn ar skiantoù hag ar brezhoneg ha Solange Creignoù, besprezidantez karget eus an diorren ekonomikel, an ekonomiezh sokial ha kengred, politikerezh lec’hel ar c’henwerzh, labour-douar.

5 ober a vo da lakaat e plas a-benn bloaz hag ur brastres yezh tiriadel oa bet votet gant Montroulez Kumuniezh e miz C’hwevrer evit normalaat plas ar yezh er gevredigezh. Ur gevrat-kefridi zo bet sinet gant an OPAB evit ma pado an oberoù en amzer hag evit heuliañ anezho.

Gallout a reer lenn enlinenn sturlevr Montroulez Kumuniezh diwar-benn ar brezhoneg er vuhez foran war dachenn ar c'humunioù :

> Vade-mecum ar brezhoneg


distreiñ da roll ar c'heleier