1 850 post-labour KILA (kevatal implij leunamzer) renablet e 2022 warno brezhonegerien evit implijoù a c’houlenn gouzout ar yezh da vat.
  - > 550 post nevez bennak zo bet krouet etre 2012 ha 2022, da lavaret eo ur c’hresk un tamm brasoc'h eget +42% en ur ober 10 vloaz.
  - > Emañ ar pep brasañ eus ar postoù e bed ar c’helenn : tost an hanter eus hollad ar postoù (49%) a glot gant ur vicher resis, skolaer en hentadoù divyezhek. Gant 200 post bennak ez eo ar merañ frammoù an eil rumm micher pouezusañ (kresk +51%)
  
 
 Dasparzh diouzh ar rumm micher
    - > Penn-ar-Bed eo an departamant ennañ ar muiañ a bostoù (900 post bennak).
> An Il-ha-Gwilen eo an departamant m’eo kresket ar muiañ an niver a bostoù etre 2012 ha 2022 (+78%).
An departamant m’emañ ar postoù en o liesseurtañ eo ivez (kontañ a reer 26% a bostoù er-maez eus micherioù ar c’helenn).   
 
 Dasparzh diouzh ar rumm micher ha dre zepartamant
  - > Tremen 4/5 eus ar postoù renablet zo stag ouzh ur gevrat didermen (83%).
  - > Er velestradurezh foran emañ tremen 1 200 eus ar postoù KILA renablet, da lavaret eo tost an 2/3 eus an hollad (65%).
  - > Eil statud boutinañ ar frammoù eo hini ar c’hevredigezhioù gant tost da 550 post (29% eus an hollad).
  - > Embregerezhioù pe emembregerezhioù eo a zegas ar 100 post bennak a chom.
  
 > Ar sifroù 2022 dre ar munudoù zo da lenn amañ gant ar studiadenn glok.
 
 Lakaet eo bet enlinenn al lec'hienn nevez gouestlet d’ar c’hlask labour ivez : www.brezhoneg.bzh/labour/