Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Gwened lañset gant live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 20/09/2023

En em ouestlet eo Ti-kêr Gwened da dizhout live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg dre sinañ ur Garta nevez gant 23 ober.

Dalc’het e oa bet al lid-sinañ d’al Lun 18 a viz Gwengolo 2023 e Ti-kêr Gwened dirak an ao. David Robo, maer, an ao. Ao. Jean-Jacques Page, kuzulier-kêr dileuriet evit sevenadur Breizh hag an ao. Paul Molac, prezidant Ofis Publik ar Brezhoneg.

Goude bezañ kroget gant live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg e 2007, gant 10 ober kaset da benn (lakaat enlinenn ur stumm brezhonek eus lec’hienn Genrouedad an ti-kêr, levrioù brezhonek e mediaouegoù ar gumun, kevrat-kefridi gant an OPAB, bezañ da nebeutañ gant ur vagouri vrezhonek, abadennoù ober anaoudegezh gant ar brezhoneg gant Ti ar Vro...), Ti-kêr Gwened zo aet war zu live 2 ar garta, da-heul Azezoù sevenadur Breizh a oa bet dalc'het en nevezamzer.

Divizet e oa bet a-unvouezh gant ar c’huzul-kêr e miz Ebrel 2023 kas 15 ober nevez ouzhpenn da benn dindan 3 bloaz gant ar soñj tizhout live 2 ar Garta :

  • Reiñ ul levrig-familh divyezhek d’an dud e plas al levrig-familh unyezhek.
  • Enskrivañ an divyezhegezh er galvoù graet ouzh an embregerezhioù hag ar c’hevredigezhioù
  • Panellerezh divyezhek diabarzh ha diavaez ar savadurioù a zo e dalc’h ar gumun
  • Dibab anvioù-lec’h brezhonek pa vez krouet anvioù publik nevez ha skrivañ anezho en un doare reizh
  • Enskrivañ an divyezhegezh er galvoù graet ouzh an embregerezhioù
  • Renabliñ barregezhioù yezh implijidi an ti-kêr dre un enklask treuzservij
  • Sevel ur bodad treuzservij (dilennidi ha gwazourien) da heuliañ an doare da lakaat oberoù Ya d’ar brezhoneg e pleustr
  • Kartennoù-bizit ha bannoù-sinañ ar posteloù en div yezh evit ar wazourien (hag an dilennidi diouzh o goulenn)

ha 7 ober ret

  • Panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun
  • Diorren ar c’helenn divyezhek er gumun (astenn ar c’hinnig, e vrudañ)
  • Kartennoù-pediñ en div yezh evit an abadennoù sevenadurel aozet gant an ti-kêr
  • Kemenn divyezhek war responter ha kemennadennoù-gortoz an ti-kêr
  • Kemer ar varregezh “brezhoneg” e kont pa vez tutaet buhezourien (er c’hreizennoù sokiosevenadurel, er c’hreizennoù dudi ha vakañsiñ…)
  • Kaout GWATASMed gant ar varregezh “brezhoneg” er c’hlasoù divyezhek publik
  • Aozañ abadennoù tañva sizhuniek da nebeutañ e lec’hioù degemer bugaligoù (magourioù, erlec’hioù skoazellerez-vamm…)

distreiñ da roll ar c'heleier