Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Digor eo enskrivadurioù ar stummadurioù 2023 gant KBMPT

Web gwelet en he brasañ

Stummañ 15/05/2023

Ar stummadurioù war ar brezhoneg diwar skodenn gant KBMPT a zo digoret adalek bremañ ha betek ar 15 a viz Gouere 2023 evit ar wazourien diriadel.

Eus petra ez eus kaoz :

An dileuriadur Breizh e Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Publik Tiriadel a lak stummadurioù war ar brezhoneg war-sav abaoe meur a vloaz, goude kendivizoù gant Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor, Kuzul ar Mor-Bihan ha Kuzul-departamant an Il-ha-Gwilen.

Diwar skodenn eo ar stummadurioù-se : kinniget int e-barzh katalog stummadurioù KBMPT ha ne zegasont ket koustoù ouzhpenn evit ar strollegezhioù.

Web gwelet en he brasañ https://www.cnfpt.fr/rechercher-formation/detail/5-5554-P-1i5r0c0-1j0h9s0

Penaos e vint aozet :

Graet e vo ar stummadurioù-se war al lec'h ar bloaz-mañ. 204 eurvezh a vo dre zalc’h, da lavaret eo 34 devezh e-pad ar bloavezh-skol 2023-2024.

Ar pezh a vo kinniget e 2023-2024 :

E miz Gwengolo 2023 e vo kinniget ar stummadurioù da-heul :

Evit an deraouidi

- Sant-Brieg

- Brest

- Torigneg-Fouilharzh

- Gwened

Donaat

- Gwened (war al lec'h + a-bell)

Evit muioc'h a zitouroù pe evit lakaat e(he) anv : cecilia.hays[a]cnfpt.fr pe isabelle.haddad[a]cnfpt.fr

> 02 97 47 71 08

> www.cnfpt.fr

distreiñ da roll ar c'heleier