Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid-sinañ Ya d’ar brezhoneg live 3 gant Pondi

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 14/11/2022

Emañ kumun Pondi o vont da gas 14 ober da benn vat evit ar brezhoneg ac’hann da dri bloaz.

D’an 10 a viz Du 2022 en doa sinet Ti-kêr Pondi live 3 ar Garta Ya d’ar brezhoneg dre zibab 14 ober nevez da vezañ sevenet a-benn 3 bloaz. En holl ez eo 36 ober hag a zo bet dibabet gant ar gumun, en o mesk ar re kaset da benn evit al label 1 hag al label 2.

Live 3 ar Garta a zo bet sinet e ti-kêr Pondi gant maerez Pondi, an it. Christine Le Strat, ha prezidant an OPAB, an ao. Paul Molac, kuzulier-rannvro e Breizh dileuriet evit ar brezhoneg ha kannad 4e pastell-vro ar Mor-Bihan, dirak bugale hentad divyezhek ar skol Sant Jozeb-Ar C'hastell ha bugale skol Diwan Pondi o deus kanet ur ganaouenn tro-ha-tro a-raok ar sinadur en un endro plijus.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0