Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Emvod-kelaouiñ koulzad-brudañ 2022 e Roazhon

Web gwelet en he brasañ

Kelenn d'an oadourien

D'al Lun 12 a viz Gwengolo 2022 da 11 eur e vo dalc'het gant Ofis Publik ar Brezhoneg e Roazhon un emvod-kelaouiñ ma vo roet lañs d'an 23vet koulzad evit brudañ ar c'helenn brezhoneg d'an oadourien e Breizh.

An ao. Fulup Jakez, rener an OPAB, a vo war al lec'h gant an ao. Paul Molac, kannad er Morbihan ha prezidant an Ofis publik hag an ao. Christian Troadec, besprezidant rannvro Breizh ekarg eus yezhoù Breizh, evit lakaat da gompren dalc'hoù ha palioù ar c'houlzad nevez-mañ ha kinnig ar gevelerien ensavadurel ha kevredigezhel.

Diskouezet e vo dafar nevez ar c'houlzad (skritelloù, plegfollennoù ha kement zo) en degouezh-se ha displeget e vo gant an OPAB sifroù pennañ ar c'helenn d'an oadourien.

Titouroù :

distreiñ da roll an darvoudoù

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0