Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Roidigezh label ar garta Ya d’ar brezhoneg live 2 da Di-kêr Roazhon

Web gwelet en he brasañ Paul Molac, Prezidant an OPAB, Nathalie Appéré, Maerez Roazhon

Ya d'ar brezhoneg 24/02/2022

D’an 23 a viz C’hwevrer 2022 en deus roet Paol Molac, Prezidant an OPAB, da Nathalie Appéré, Maerez Roazhon, al label live 2 evit ar garta Ya d’ar brezhoneg dirak ur saliad dilennidi ha dileuridi kevredigezhioù a bled gant ar brezhoneg e Roazhon.

E 2014 en doa Kuzul-kêr Roazhon votet live 2 ar garta. Harpet eo bet servijoù Kêr gant an OPAB abaoe ha testeniekaet eo bet an 13 ober bet kaset da benn gant Kêr Roazhon.

E-touesk an oberoù liesseurt bet lakaet e plas e c’haller menegiñ ar panellerezh divyezhek evit ar savadurioù a zo e dalc'h an Ti-kêr, ar skoazell evit diorren ar c’helenn divyezhek (3 hentad publik divyezhek nevez zo bet digoret e 2016, 2018 ha 2020), ar staliañ plakennoù-straed divyezhek pa vez badezet ur straed nevez pe pa vez cheñchet ar plakennoù kozh, digoradur ar vagouri vrezhonek Bisigoù e 2019, ar c’hartennoù-pediñ en div yezh, ar c’hemennad divyezhek war responter an Ti-kêr...

Displeget he deus an it. Maerez ez eo Roazhon hiziv an deiz “pol pennañ Breizh evit an deskiñ brezhoneg. C’hoari a ra Roazhon he roll kêrbenn”.

Mennet eo Kêr evit kendelc’her ha kreñvaat plas ar brezhoneg e Roazhon. Kadarnaet he deus N. Appéré digoridigezh un hentad divyezhek publik nevez er skol Simone Veil, e karter nevez ar C’hourrouz, e miz Gwengolo 2022.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0