Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Konk-Kerne Tolpad-kêrioù a resev al label Ya d’ar brezhoneg live 1

Web gwelet en he brasañ Olivier Bellec, prezidant ; Erwan ar C'hoadig, Ajañs diorren an OPAB

Ya d'ar brezhoneg 04/01/2022

Dalc’het eo bet al lid da reiñ al label d’ar 17 a viz Kerzu 2021 e sez an DPKE.

Gant an OPAB ez eus bet testeniekaet 7 ober kaset da benn gant an Tolpad-kêrioù, diouzh an engouestl kemeret e 2017 :

Sinet ez eus bet ur gevrat kefridi gant an OPAB ; kartennoù-bizit an dilennidi hag ar pedadennoù d’an abadennoù kinniget gant an DPKE a vez divyezhek bremañ koulz hag ar responter ha pennad-stur ar gazetenn-kumuniezh ; bep bloaz e kemer perzh an DPKE e brudadeg ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien ha meret e vez diwar vremañ un dalc’had levrioù brezhonek e rouedad an 8 levraoueg a zo en Tolpad-kêrioù gant ur wazourez divyezhek.

Pajennoù zo eus al lec’hienn Genrouedad a zo kinniget en div yezh mod all ; kinnig a ra mirdi Pont-Aven klevheñcherioù e brezhoneg ; abadennoù brezhonek a vez kinniget bep miz da vugaligoù an Erlec’h skoazellerez-vamm.

E 2022 e fell d’an DPKE labourat evit tizhout un testeniekadur a live 2. Diorren hentadoù divyezhek war e diriad evit kaout 30% eus ar skolioù-mamm eo ar pal.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0