Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Distro-skol 2021 ar c’helenn divyezhek : 19336 skoliad

Deskadurezh 19/11/2021

12 lec’h nevez zo bet digoret er 1añ derez ha 5 en eil derez. 171 skoliad divyezhek ouzhpenn zo etre an div akademiezh e 2021.

Evit ar 6vet bloavezh da heul ez eus bet digoret ouzhpenn 10 lec’h nevez er 1añ derez, dre labour an OPAB hag ar steuñv diorren daouvloaziek evit ar publik. Evel-se ez eus bet digoret 63 hentad nevez e skolioù-mamm publik akademiezh Roazhon abaoe 2015, ar pezh a ra ur geidenn a 10,5 lec’h bep bloaz. E-korf 6 distro-skol ez eus bet digoret kement a lec’hioù hag e-pad ar 16 vloaz a-raok. Evit ar skolajoù, ouzhpenn 30 hentad nevez zo bet digoret abaoe 6 vloaz ivez.

18 489 skoliad zo en akademiezh Roazhon ha 847 en hini Naoned da lavaret eo 19 336 skoliad en holl. 171 skoliad divyezhek ouzhpenn zo etre an div akademiezh e 2021, ar pezh a zo ur c’hresk dister e-keñver an niver a lec’hioù a zo bet digoret, o vezañ m’eo peuzstabil al lec’hioù a oa anezho dija warlene.

Pa seller a-dostoc’h emdroadur pep hentad e weler n’eus nemet an hentad publik a gresk e sifroù.

4 fed a zispleg an disoc’h-se, dezho ur pouez kreñv pe greñvoc’h eus an eil hentad d’egile :

• Gant an enkadenn yec’hedel eo bet diaesaet adarre an tuta skolidi nevez er skolioù-mamm.

• An diouer a ziorren steuñvekaet e-barzh rouedad Diwan hag an hentad katolik. N’eus programmadur ebet evit diorren an hentad publik el Liger-Atlantel, ouzhpenn, ha n’eus emglev ebet eno par d’an hini a zo etre ar Stad ha Rannvro Breizh.

• Ur boblañs-skol tuet da zigreskiñ dre-vras, dreist-holl e 3 departamant ar c’hornôg, el lec’h m’emañ ar pep brasañ eus rouedad pep hentad divyezhek.

• An tuadur da vevenniñ pouez ar skolidi divyezhek er skolioù enno un hentad publik pe katolik (ral e vez ar skolioù enno un hentad divyezhek gant ouzhpenn 1/3 eus ar skolidi).

distreiñ da roll ar c'heleier