Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Stummadur evit an dilennidi

Web gwelet en he brasañ

Stummadur 01/07/2021

Gant an ARIC hag an OPAB e vo aozet ur stummadur evit lakaat e plas ur politikerezh yezh

Evit ar wech kentañ eta e vo kinniget, d’an holl zilennidi a fell dezho, ober anaoudegezh gant ar plegenn lezennel ha reolennel ma c’hall ur politikerezh publik youlek kemer e lañs.

Aesaat d’ar bolitikourien kemer divizoù ha lakaat da vont en-dro ur steuñv oberoù, kinnig ar binvioù a bep seurt a c’hall implijout an dilennidi hag ar servijoù kêr evit dont a-benn ha broudañ an eskemmoù etre dilennidi ar strollegezhioù a vo war al lec’h, eo ar pal.

D’ar Gwener 24 a viz Gwengolo 2021 e vo dalc’het an devezh studi-mañ e Henbont.

Dav eo en em enskrivañ d’ar chomlec’h da-heul : a.gaborel@aric.asso.fr a-raok an 31 a viz Eost 2021.

Evit gouzout hiroc’h, klikañ amañ.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0