Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Pempoull : 15 ober da bal dindan bloaz

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 12/04/2021

Votet eo bet gant an Ti-kêr mont gant live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg

Degemeret eo bet an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an Ofis publik e ti-kêr Pempoull d’ar 24 a viz Meurzh 2021 gant an it. Fanny Chappé, maerez, M. Goulven Morvan, eilmaer ha den dave evit ar garta, dirak an it. Catherine Ollivro, kuzulierez-kêr, evit lid-sinañ ar garta.

Meur a bal a oa gant ar c’huzul-kêr p’en doa votet an emezelañ hag, evit reiñ ul lusk nevez d’ar brezhoneg e Pempoull ha bezañ efedusoc’h, ez eus bet krouet ur bodad treuzservij ma vo ennañ dilennidi ha gwazourien a labouro asambles evit kas da benn an oberoù dibabet.

3 ahel zo bet lakaet evit ar bloaz a zeu eta : gwellaat gwelusted ar yezh (panelloù mont-tre ha mont e-maez ar gumun, lec’hienn Genrouedad, pennadoù-stur, kartennoù-bizit an dilennidi, kartennoù-pediñ) ; diorren ar c’helenn brezhoneg (addigeriñ un hentad divyezhek er skol bublik) ; diorren an implij eus ar yezh er vuhez pemdez (tuta gwazourien divyezhek, lidañ an euredoù e brezhoneg, krouiñ ha boueta ingal un dalc’had e brezhoneg er vediaoueg).

distreiñ da roll ar c'heleier