Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

19165 skoliad gant ar c’helenn divyezhek

Web gwelet en he brasañ

Brezhoneg 28/10/2020

Kreskiñ a ra an niver a skolidi (+1,5%) met nebeutoc’h eget ar bloavezhioù tremenet.

Gant 20 lec’h nevez er c’hentañ derez ha 6 en eil derez, ar pezh na oa ket c’hoarvezet biskoazh, e oa gortozet ur c’hresk brasoc’h e miz Gwengolo. An digoradurioù nevez o deus degaset 280 skoliad ouzhpenn, an 3e kresk brasañ en ur ober 20 vloaz. Padal n’eus ket bet skolidi nevez ouzhpenn gant an hentadoù bet digoret a-raok (ur c’holl -5 skoliad zo zoken).

An diaesterioù da gelaouiñ ar familhoù abalamour d’ar C’hovid zo kaoz eus an emdroadur-se evit un darn vat (ar memes elfennoù a gaver en Euskadi, da skouer). N’eo ket bet heñvel an heuliadoù diouzh an hentadoù koulskoude. Er publik e kendalc’h an hentad da greskiñ (+463 skoliad ; + 5,1%), an Deskadurezh katolik zo gant ur c’hresk bihanoc’h (60 skoliad ; +1,1%) ha Diwan gant un digresk (-248 skoliad ; -5,8%). Kavit sifroù an distro-skol dre glkañ amañ.

distreiñ da roll ar c'heleier