Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Sant-Brieg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 18/12/2019

En ti-kêr eo bet sinet ar garta d’ar Merc’her 18 a viz Kerzu 2019

Pedet e oa bet an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB, gant an it. Marie-Claire Diouron, maerez, e Sant-Brieg d’ar Merc’her 18 a viz Kerzu 2019 evit lid-sinañ ar garta. Votet en deus ar c’huzul-kêr kas 6 ober da benn dindan 3 bloaz evit tizhout al label a live 1.

Kalz tud a oa war al lec’h evit dileuriañ ar skolioù Diwan ha publik divyezhek. Kevredigezhioù bev-buhezek eus bed ar brezhoneg e Sant-Brieg a oa deuet d’al lid ivez.

Gouestlet he deus kêr Sant-Brieg staliañ panelloù divyezhek evit mont-tre ha mont e-maez ar gumun, embann ur pennad-stur divyezhek er c’hannadig-kêr, kemer perzh er vrudadeg evit ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien, reiñ da anavezout an emglev Ya d’ar brezhoneg da gevelerien ar gevredigezh keodedel (embregerezhioù, stalioù ha kevredigezhioù), diorren ar c’helenn divyezhek er skolioù a zo en he ziriad ha sinañ ur gevrat-kefridi gant an OPAB. Hennezh a c’hello dre-se skoazellañ hag aliañ anezhi en he argerzh evit lakaat ar brezhoneg war wel.

Startijenn kêr ha diazad Sant-Brieg a zo bet meneget gant an it. Lena Louarn evit ar pezh a sell ouzh ar brezhoneg : skolioù Diwan ha publik divyezhek, kentelioù brezhoneg er skol-veur, stummadur 6 miz evit an dud deuet ; kalz kevredigezhioù oberiant-tre : Ti ar Vro, Telenn, Abherve, kreizenn Dudi, peurgetket. Diwar disoc’hoù un enklask a oa bet urzhiet gant Rannvro Breizh ez eus deuet war wel ez eus 72% eus an dud e bro Sant-Brieg hag a zo a-du evit ma vefe muioc’h a vrezhoneg er skol ha war ar panelloù.

Klotañ a ra neuze ar sinadur-mañ gant ur genstagded tiriadel kreñv.

Evit echuiñ gant al lid eo bet kanet ar Bro gozh ma zadoù gant laz-seniñ Sant-Brieg a oa bet pedet gant an Ti-kêr.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0