Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid-sinañ ha label evit Ploneour-Lanwern

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 20/11/2019

Al label a live 1 a zo bet roet da Bloneour-Lanwern d’ar 14 a viz Du 2019

An itron Josian Kerloc’h, maerez Ploneour-Lanwern, he deus sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » asambles gant an itron Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus ar yezhoù ha prezidantez an OPAB. Er memes deiz ez eus bet roet al label a live 1 dezhi evit 6 ober bet kaset da benn nevez zo.

Pêr Gloaneg, eilmaer hag Eric Leost, kuzulier-kêr, dilennidi-dave karget da lakaat ar garta da dalvezout, a oa en abadenn-se ivez.

Roet eo bet al label d’ar gumun evit bezañ staliet panelloù divyezyek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun ; evit bezañ savet pedadennoù en div yezh koulz ha kartennoù-bizit an dilenndi ; evit embann ingal ar pennad-stur e brezhoneg ha pennadoù divyezhek er c’hannadig-kêr ; evit kemer perzh, bep bloaz, e kenlabour gant Mervent, ur framm stummañ d’ar yezh anezhi, er c’houlzad brudañ evit ar c’helenn d’an dud deuet.

Stadet ez eus bet gant an it. Lena Louarn e oa, en deiz a hiziv, 11% eus skolidi ar gumun hag a zo skoliatet er c’helenn divyezhek (hentad eus an deskadurezh katolik) ha goulennet he deus digant kuzul-kêr Ploneour-Lanwern klask digeriñ un hentad divyezhek er skol bublik evit diseurtaat ha diorren ar c’hinnig kelenn ar yezh.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0