Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Koulzad-brudañ "Plijus" 2019

Web gwelet en he brasañ

Brudañ 16/09/2019

Eus Brest e oa bet roet lañs d'ar c'houlzad-brudañ e 2019.

D'an 10 a viz Gwengolo e oa bet diskouezet skoroù brudañ ar c'houlzad nevez, an 20vet hini, da vrudañ ar c'helenn d'an dud deuet.

Ouzhpenn 260 strollegezh lec'hel a gemer perzh er c'houlzad aozet gant an OPAB hag er bloaz-mañ eo e ti Sked, keveler ar c'houlzad, ez eus bet roet lañs dezhañ, e burevioù nevez ar gevredigezh, ul lec'h kaer, plijus a lakaio ar yezh muioc'h war wel e kêr hag a sikouro da greñvaat c'hoazh ar startijenn a zo en-dro d'ar brezhoneg e bro-Brest. Web gwelet en he brasañ

Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez an OPAB, he deus laket war wel emell ar rannvro war tachenn ar stummañ dre ar plasoù evit ar stajoù hir. Embannet he deus ivez ez eus bet ouzhpenn 2000 den o deus tremenet an DBY abaoe 2011, un Diplom-Stad a zo kemeret e karg koust e enskrivadur gant ar rannvro.

Fulup Jakez, rener an OPAB, en deus kinniget tem ar c'houlzad : an deskiñ er familh. War gresk ez a an niver a lec'hioù da gelenn brezhoneg d'ar vugale ha gwelet a reer muioc'h-mui a dadoù ha mammoù o teskiñ ar yezh eus o zu ivez, ul lusk da vezañ kreñvaet eo.

Gant Fulup Kere, rener DAO, eo bet kinniget an aotreegezh vicherel danvez brezhoneg a zo o paouez digeriñ e Skol-veur-Roazhon 2 a-benn stummañ stummerien.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0