Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ul label kentañ Ya d’ar brezhoneg a zo bet roet d’an embregerezh Atlantique Délices

Web gwelet en he brasañ Vincent Delarue ha Lena Louarn

Ya d'ar brezhoneg 11/03/2019

Dalc’het eo bet lid-reiñ al label e burevioù an embregerezh e Kerwall d’ar Gwener 8 a viz Meurzh 2019

Da-geñver al lid-reiñ al label a live 1 e oa bet bodet dirak ar gazetennerien an ao. Vincent Delarue, rener al lec’h hag an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis publik.

Gant Atlantique Délices ez eus bet kaset 6 ober da benn a laka ar brezhoneg war wel en un doare splann en embregerezh : en div yezh e vez skritellet an eurioù digeriñ, staliet e pep lec’h eo bet ar pakad pegsunioù bet pourchaset gant an Ofis publik, sinadur ar posteloù kaset gant an embregerezh a zo divyezhek koulz hag ar c’hartennoù-bizit, ar siell ha kemennadenn ar responter.

Oberoù all e c’hallfe bezañ kaset da benn en amzer da zont en embregerezh. Anv zo da ginnig kentelioù tañva d’ar brezhoneg d’an implijidi a fellfe dezho.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0