Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Gant an OPAB eo bet roet al label a live 3 da gumun Ploveilh

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 04/01/2019

Lid-reiñ al label a live 3 eus ar garta Ya d’ar brezhoneg e Ploveilh

Dalc’het eo bet al lid e ti-kêr Ploveilh d’ar Yaou 20 a viz Kerzu 2018 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis publik, an ao. Jean-Pierre Le Dantec, maer, an it. Christiane Le Berre dilennadez dave evit lakaat ar garta da dalvezout, an it. Isabelle Le Bal, kuzulierez-rannvro hag ezel eus kuzul-merañ an Ofis publik, an ao. Jean-Pierre Doucen, eilmaer Kemper hag un niver bras a zilennidi all hag a izili eus bed ar c’hevredigezhioù.

Goude bezañ reveset al label a live 2 e 2011, he deus kendalc’het Ploveilh da vont war-raok en ur ziorren oberoù all evit ar brezhoneg. Sikouret kalz he deus evit ma vefe digoret un hentad divyezhek er skol ha tutaet he deus ur GWATASM divyezhek evit skoazellañ ar c’helenner. Meur a deul melestradurel a zo lakaet e-kerz annezidi ar gumun en div yezh. Al lodenn vrasañ eus ar plakennoù-straed a zo e brezhoneg diwar-vremañ pe divyezhek hag e vo kendalc’het d’ober kemend-all pa vint nevesaet. Gant ul lizher bet kaset d’an holl stalioù hag embregerezhioù a zo war he ziriad he deus ar gumun broudet anezho da ziorren an divyezhegezh.

An eil kumun eus Kumuniezh tolpad-kêrioù Kemper Breizh Izel o tapout al label a live 3 eo Ploveilh (Pluguen eo eben) hag ar 4e e Breizh.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0