Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Emwel gant Prezidant Rannvro Breizh

Web gwelet en he brasañ

Darvoud 02/01/2019

Emwel gant Prezidant Rannvro Breizh d'ar 27 a viz Kerzu 2018

Degemeret e oa bet an ao. Loïc Chesnais-Girard, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, e ti an Ofis Publik e Roazhon d’ar Yaou 27 a viz Kerzu 2018. Deuet e oa gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB.

Kelaouet eo bet ar prezidant diwar-benn mont en-dro poloù ha servijoù an OPAB ha gallet en deus eskemm gant ar wazourien diwar-benn o c’hefridioù. Komzet ez eus bet ivez diwar-benn raktresoù an OPAB evit ar bloaz a zeu.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0