Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

E brezhoneg e vez brudet ar sibersurentez

Web gwelet en he brasañ

Teknologiezhioù nevez 15/11/2018

Gant an embregerezh Lorcyber, arbennikaet war ar surentez stlennegel, hag a zo staliet e Park Ijinañ Kreisteiz-Breizh, e oa bet urzhiet digant an OPAB lakaat e brezhoneg he flaketenn vrudañ.

Kenlabouret en deus ar servij Treiñ-Aliañ gant ar servij TermBret evit ober an dibaboù termenadurezhel rekis war an dachenn nevez-mañ, ul lodenn eus Teknologiezhioù Nevez ar C’hehentiñ hag ar C’helaouiñ.

Ur stumm brezhonek eus ar blaketenn a gaver e lec’hienn Lorcyber ivez.

Evit a re re a fell dezho pinvindikaat o geriaoueg war ar stlenneg ez eus bet embannet ur c’heriaoueg gant an OPAB hag a c’haller pellgargañ amañ.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

1 evezhiadenn

An evezhiadennoù1

  • Ark d'an 17/11/18 e 10h45
    Ba an titloù en nec'h war al lec'hienn zo bet skrivet "ar kevredad", ar pezh a bik an daoulagad... Bernez