Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ti-kêr Plerin a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ Pascal Laporte, Lena Louarn, Delphine Mesgouez

Ya d'ar brezhoneg 12/06/2018

5 ober eus ar garta a vo kaset da benn gant Plerin dindan 3 bloaz : tizhout al label a live 1 eo ar pal

Kensinet eo bet ar garta d’al Lun 11 a viz Mezheven 2018 gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB hag an it. Delphine Mesgouez, eilmaerez, dirak an ao. Pascal Laporte, eilmaer ivez ha den dave evit heuliañ ar garta.

Embannet he deus an it. Lena Louarn pegen laouen a oa o welet ar yezh o tiorren e bro Sant-Brieg, e-lec’h ma’z eus bet krouet un Ti ar Vro (framm a vod ar c’hevredigezhioù) ; kresk ar c’hentelioù brezhoneg d’an oadourien ha digoradur hentadoù brezhoneg nevez.

Anat eo deuet da soñj Plerin e oa ret kemer perzh en emdroadur-mañ en ur zibab ober gant ar garta.

Staliet e vo panelloù divyezhek e mont-tre ha mont e-maez ar gumun, moullet e vo kartennoù-bizit evit an dilennidi, kendalc’het e vo da sikour diorren ar c’helenn divyezhek ha dibabet e vo GWATASMed gouest da gomz brezhoneg evit an hentadoù divyezhek. Evit-se ez eus er mare-mañ ur gwazour kaset gant an Ti-kêr o heuliañ bloavezh kentañ ur stummadur war ar brezhoneg er c’hKBMPT.

Ur bodad treuzservij a vo krouet en ti-kêr a-hend-all evit kas an holl oberoù-se da benn vat.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0