Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Troidigezh un diskouezadeg diwar-benn ar Penfell gant an Ofis Publik

Web gwelet en he brasañ

Servij Treiñ-Aliañ an OPAB 06/04/2020

Gant kêr Vrest ez eus bet goulennet digant an OPAB treiñ panelloù un diskouezadeg nevez savet diwar-benn ar Penfell

Roet e oa bet al label Kêr arz hag istor da Vrest e 2017. « A-hed ar penfell, kêr en un huñvre » eo an diskouezadeg kentañ savet da-geñver he folitikerezh glad nevez.

Cheñchamantoù bras zo er Penfell hiziv an deiz. Ur bed drezañ e-unan e oa an takad-mañ dre ma oa tachenn ar Morlu. Met en amzer da zont e vo e levezon o tigreskiñ ha buan e teuio emdroadurioù hag a ranker degemer. Gouzout hiroc’h diwar-benn amzer gozh ha pinvidik an takad-mañ, hini an arme hag an ekonomiezh, a zo a bouez abalamour m’emañ bepred war spered Brestiz.

6 lodenn a ya d’ober danvez an diskouezadeg. Maget int bet gant elfennoù degaset gant font glad ensavadurioù Brest ha tisavourien an amzer dremenet hag an amzer vremañ.

Troet eo bet penn-da-benn gant servij Treiñ-Aliañ an Ofis Publik.

Diskouezadeg da weladenniñ en Atalieroù ar Gabusined adalek ar 15 a viz Mae betek ar 16 a viz Gwengolo 2018.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0