Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid-reiñ al label 1 da gêr Vrest

Web gwelet en he brasañ Pierre Guezennec, Lena Louarn, Yann Guevel

Ya d'ar brezhoneg 24/04/2018

Dalc’het eo bet al lid e ti-kêr Brest d’ar Gwener 20 a viz Ebrel 2018.

Dalc’het eo bet al lid e ti-kêr Brest d’ar Gwener 20 a viz Ebrel 2018 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. Yann Guevel, eilmaer hag an ao. Pierre Guézennec, kuzulier-kêr.

Roet eo bet al label live 1 da gêr Vrest evit bezañ kaset da benn 8 ober a-du gant ar brezhoneg, en ur labourat evit lakaat ar yezh war wel ha diorren ar c’helenn.

Ar panellerezh a vez bep tro divyezhek diwar-vremañ pa vez anv da cheñch pe da staliañ panelloù nevez. Studiet eo bet holl anvioù-lec’h Brest gant servij Glad Yezhel an Ofis Publik ; panelloù ar glad sevenadurel hag istorel a zo holl divyezhek ivez.

E Brest e kaver 2 skol Diwan hag un hentad divyezhek en ur skol gatolik. En distro-skol a zeu e vo digoret ur 4e hentad divyezhek en ur skol bublik. Dre m’eo kresket ar c’hinnig skoliata ez eus bet ur c’hresk bras hag ez eus bremañ 649 skoliad divyezhek pa oa 317 e distro-skol 2010.

Brest he deus divizet mod-all mont war-zu live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant ar soñj staliañ plakennoù-straed divyezhek peurgetket.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

1 evezhiadenn

An evezhiadennoù1

  • Paotrig Bihan d'an 27/04/18 e 11h19
    Brav kaer an darvoud nevez-mañ ha laouen on evit kêr Vrest a ziskouez un hent da heuliañ gant kêrioù all e Breizh a-bezh...Gourc'hemennoù dezho!