Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Stummadurioù war ar brezhoneg evit gwazourien diriadel ar strollegezhioù e Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor, Il-ha-Gwilen hag er Mor-Bihan

Web gwelet en he brasañ Lena Louarn, Prezidantez an OPAB ha Nathalie Magniant, Renerez Rannvroel Breizh-KBMPT

Stummadur 12/03/2018

Stummadurioù KBMPT war skodennoù.

An dileuriadur Breizh e Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Publik Tiriadel en doa divizet lakaat stummadurioù war ar brezhoneg war-sav e 2016, goude kendivizoù gant Kuzul-rannvro Breizh ha Kuzul-departamant Penn-ar-Bed. E 2017 e oa bet astennet da Aodoù-an-Arvor, da heul divizadeg an departamant. E 2018 e vo ledanaet ar c’hinnig da 2 departamant all (Il-ha-Gwilen ha Mor-Bihan) da heul an divizadegoù a-du o deus tapet ivez. Evit ar wech kentañ neuze e vo stummadurioù war ar brezhoneg war 4 departamant (da c’hortoz e vefe degemeret un divizadeg gant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel).

Diwar skodenn eo ar stummadurioù-se : kinniget int e-barzh katalog stummadurioù KBMPT ha ne zegasont ket koustoù ouzhpenn evit ar strollegezhioù.

Penaos e vint aozet :

Graet e vo ar stummadurioù-se 1 devezh ar sizhun. Gallet e vo bodañ 2 zevezh a-wechoù, kement hag aesaat an eztaol hag an emrenerezh er yezh. En holl e vo 200 eurvezh dre zalc’h, da lavaret eo war-dro 34 devezh e-pad ar bloavezh-skol 2018-2019.

Ar pezh a vo kinniget e 2018-2019 :

Adalek miz Gwengolo 2018 e vo kinniget ar stummadurioù-mañ : Web gwelet en he brasañ

- Brest (deraouidi)

- Kemper ( tud hag a zo krog da zeskiñ)

- Gwened (deraouidi)

- Gwengamp ( tud hag a zo krog da zeskiñ)

- Sant-Brieg (deraouidi)

- Torigneg-Fouilharzh (deraouidi)

Liammoù evit lakaat e anv pe gouzout hiroc’h.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0