Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid-sinañ Ya d’ar brezhoneg gant ar Strollad skolioù Ar Groaz Ruz-La Salle e Brest

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 05/12/2017

Dalc’het eo bet al lid-sinañ d’ar Gwener 1añ a viz Kerzu 2017 dirak renerien ar skol hag un niver bras a gelennerien hag a zilennidi.

Degemeret eo bet an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, gant an ao. Joseph Minguy, rener ar strollad skolioù, un niver bras a izili eus ar skipailh desaverezh en-dro dezhañ, gant an ao. Gilbert Bicrel, eilrener eskopti ar gelennadurezh katolik e Penn-ar-Bed karget eus an 2l derez, gant an ao.ao. Roland Martot ha Guy Berthou karget eus ar 1 hag an 2l derez divyezhek, an ao. Marc Coatenan, kuzulier-rannvro hag an ao. Pierre Guezennec, kuzulier-kêr e Brest, dileuriet evit talvoudekaat ar c’helenn brezhoneg.

Renerezh ar strollad skolioù en deus prometet kas da benn oberoù evit diorren ar panellerezh divyezhek, ar c’hehentiñ divyezhek a-drugarez d’e lec’hienn Genrouedad, e gazetenn diabarzh, e gartennoù-bizit hag e gartennoù hetoù, e roll-meuzioù pemdeziek. Savet e vo gantañ un dalc’had levrioù e brezhoneg evit e greizenn deuliaouiñ. Skoazellañ a raio an implijidi a fell dezho deskiñ brezhoneg.

Raktresoù bras all en deus ivez : digeriñ un hentad divyezhek er skolaj evit reiñ un heuliad da skolidi ar skol gentañ e Kermaria ; digeriñ un hentad divyezhek el lise hollek evit ar skolajidi a zeuio eus ar skolaj Sant Stanislas e Lokournan ha Santez Anna e Plougastell-Daoulaz ; digeriñ an danvez dibab brezhoneg evit liseidi al lise micherel.

E-pad 3 bloaz ez eus bet divizet labourat gant ar strollad skolioù evit kas ar palioù-se da benn.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0