Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Mirdi ar skol Botoha a resev al label Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 03/12/2017

Dre ma’z eus bet kaset 9 ober da benn gant pennoù ar mirdi ez eus bet gallet reiñ dezho al label Ya d’ar brezhoneg live 1.

Dalc’het e oa bet al lid d’ar Yaou 16 a viz Du 2017 er mirdi dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh, an ao. Michel Sohier, rener ar mirdi, an ao. Daniel Le Caer, maer Sant-Nikolaz-ar-Pelem hag an ao. Yannig Kerlogod, kannad.

Estreget ar skoroù divyezhek savet evit ar c’hartennoù hetoù, ar c’hartennoù bizit, ar pedadennoù, ar responter, al logo hag ar sielloù ez eus bet savet, gant skipailh ar mirdi, fichennoù pedagogel e brezhoneg o lakaat da bal kinnig, da vugale ar c’hlasoù divyezhek a zeu d’ober anaoudegezh gant ar mirdi, ur servij e brezhoneg penn-da-benn.

Tutaet ez eus bet ivez 2 vuhezour brezhonek evit luskañ gweladennoù an arvesterien yaouank.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0