Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Hentad glad divyezhek e Rostrenenn

Web gwelet en he brasañ

Servij Glad Yezhel an OPAB 12/11/2017

Kenderc’hel a ra kêr Rostrenenn, a oa bet tapet ganti label 3 ar garta Ya d’ar brezhoneg, da gas da benn oberoù evit diorren ar yezh.

Emañ kêr-benn Bro-Fisel o paouez staliañ un heuliad panelloù gweladenniñ divyezhek a ginnig hec’h istor ha lec’hioù meur ar gumun : an iliz-chabistr, feunteun Itron-Varia an Drez, iliz Bonen, stêr-gannañ ha chapel Lokmaria, maner Kampostal.

Ken en ditouroù roet, ken er graferezh e ro ar panellerezh nevez-mañ e blas da vat d’ar brezhoneg. Fiziet eo bet troidigezh an testennoù er servij Treiñ-Aliañ eus an Ofis Publik. Evezh-bras en deus lakaet servij ar Glad yezhel da zoujañ ouzh stummoù reizh an anvioù-lec’h ha labouret en deus ivez war ar mod da ginnig an testennoù, evit ma teufe ar brezhoneg war wel kenkoulz hag ar galleg.

Ul labour bras war he fanelloù a oa bet kaset da benn un nebeud bloavezhioù zo gant Rostrenenn dija : skoueriekaet e oa bet an anvioù kêriadennoù war ar maez ; troet e oa bet an holl blakennoù-straed ; panelloù divyezhek a oa bet staliet er greizenn velestradurezh.

Un wech c’hoazh, a-drugarez d’ur c’henlabour strizh etre an dilennidi, servijoù an Ti-kêr hag an OPAB, ez eus bet tu da gas al labour-mañ da benn vat evit kreñvaat plas ar yezh e Rostrenenn. Diwar-vremañ, pe e vefent o chom er gumun pe o tremen drezi, e c’hallo ar vrezhonegerien kaout titouroù a galite diwar-benn ar glad.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0