Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Emglev Menez Are Karaez Mell-zorn a sin an emglev Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 07/11/2017

Divizet e oa bet sinañ an emglev gant ar gevredigezh evit talvoudekaat an oberoù bet kaset da benn evit ar brezhoneg c’hoazh ha lakaat reoù all war ar stern.

Dalc’het e oa bet al lid-sinañ e Karaez e Ti ar Vro d’ar Gwener 27 a viz Here 2017 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. Marc Guilloux, prezidant an EMAK hag izili burev ar gevredigezh.

6 ober a vo kaset da benn gant ar gevredigezh hervez an emglev (krouiñ skoroù divyezhek bep tro ma vez ezhomm : pedadennoù, logo, kit panellerezh er burevioù, pennadoù er gazetenn, oberoù brudañ ha teulioù melestradurel) evit kaout al label a live 1.

Gant an engouestl-mañ e fell d’an EMAK liesseurtaat ha kreñvaat an implij eus ar brezhoneg en he mont en-dro, ouzhpenn ar pezh a oa bet graet dija evel sevel skritelloù ha teulioù diabarzh brezhoneg warno. Ar wech kentañ eo e vez graet kement gant ur c’hlub mell-zorn.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0