Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Fédé B : label Ya d’ar brezhoneg a live 1

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 20/10/2017

Roet eo bet al label Ya d’ar brezhoneg a live 1 da Gevread ar c’hevredigezhioù studierien e Breizh-Izel evit bezañ kaset da benn 6 ober hag a zo bet gwiriekaet gant an Ofis Publik.

D’ar Sadorn 14 a viz Here 2017 eo bet roet al label-mañ gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C'huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, d’an ao. Corentin Gattus, prezidant ar c’hevread en USE Skiantoù ha Teknologiezh e Brest, dirak an ao. Ronan Divard, mestr prezegenner, an it. Frédérique Bonnard Le Floc’h, kuzulierez-departamant hag un toullad brav a studierien.

Lakaat muioc’h a vrezhoneg da vezañ gwelet er c’hampus eo pal ar gevredigezh, da gentañ-penn. Krouet he deus, eta, skritelloù divyezhek evit ar gouel bloaziek aozet ganti. Skoroù all a zo divyezhek adalek bremañ : ar c’hartennoù-bizit, ar pedadennoù d’an abadennoù liesseurt, logo ar gevredigezh, panellerezh an ispisiri aozet evit ar studiereien ha kemennadenn ar responter.

An ao. Ronan Divard, deuet en anv ar Skol-veur, en doa sinet ivez an emglev Ya d’ar brezhoneg, en deus embannet pegen laouen e oa o welet ar pezh a zo bet graet gant ar studierien rak kreñvaat ha klokaat a ra engouestl ar Skol-veur.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0