Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Al label Ya d’ar brezhoneg a live 1 a zo bet roet da gumun Tremeven-Kemperle

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 11/10/2017

Al label Ya d’ar brezhoneg a live 1 a zo bet roet da gumun Tremeven-Kemperle

Roet eo bet testeniekadur live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg d’an ao. Roger Colas, maer Tremeven, gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C'huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, d’ar Gwener 22 a viz Gwengolo 2017.

8 ober zo bet kaset da benn gant ar gumun evit ar brezhoneg : panelloù divyezhek evit mont-tre ha mont e-maez ar gumun ; logo Tremeven-Kemperle ; kemer perzh er vrudadeg evit ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien ; studiadenn diwar-benn anvioù-lec’h ar gumun urzhiet digant an OPAB ; enklask war soñj kerent ar vugale skoliataet war he ziriad evit gouzout pegen dedennet int gant ar c’helenn brezhoneg ; sikour krouidigezh un hentad divyezhek e Tremeven-Kemperle (m’eo skoliataet 33% eus skolidi ar 1añ derez diwar-vremañ ) ; kaout un dalc’had levrioù e brezhoneg el levraoueg-kêr ; kinnig kentelioù tañva d’ar yezh e-pad an amzer skol.

Al label 1 a zo bet roet dezhañ eta da-heul un emvod bilañs gant an OPAB. Oberoù all a zo war ar stern c’hoazh hag e c’heller soñjal e vo tizhet al label 2 gant ar gumun a-raok pell.

En e brezegenn en deus an ao. Roger Colas lakaet al lid-mañ en ul lusk brasoc’h ma weler, estreget ar c’humunioù, ar C’humuniezhioù-kumunioù, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha Rannvro Breizh o tapout krog ennañ. Embannet en deus ivez bezañ laouen o welet pegen kreñvaet e vez al liammoù sokial war diriad ar gumun a-drugarez d’ar yezh o vont war-raok.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0