Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid labelaat Ya d’ar brezhoneg evit ar gevredigezh Penaos ?!

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 11/10/2017

Al label Ya d’ar brezhoneg a live 1 zo bet roet d’ar gevredigezh krouiñ dilhad Penaos ?!

D’ar Merc’her 11 a viz Here 2017 e oa bet roet gant Fulup Travers, eus Ajañs diorren an OPAB, da renerien Penaos ?! Nicolas Gourveneg ha Cécilia Malet, staliet e Gwinien, al label 1 evit bezañ kaset da benn 8 ober.

Gant ar gevredigezh nevez-mañ e oa bet kemeret an diviz da ijinañ pep skor en ur mod divyezhek kerkent ha mare ar c'hrouiñ.

Kartennoù-bizit, responter, logo, lec’hienn Genrouedad, oberoù brudañ, pegsun, paper-lizher, luganoù an dilhad krouet gant ar framm : an holl skoroù-se a zo divyezhek hag ar yezhoù - brezhoneg/galleg - (ha saozneg a-wechoù) lakaet par-ouzh-par evit sikour ar brezhoneg da vezañ lakaet war wel.

Evit gouzout hiroc’h, klikañ amañ.

distreiñ da roll ar c'heleier